Petra eo ?
Ur strollad tud eo, a gaver ennañ, da gentañ tout, pep hini ac’hanoc’h, pep tad pe vamm eus ar skol met ivez tud n’emaint ket kerent met c’hoant ganto rein un taol sikour. Ar bloaz-mañ, ez eus 10 den er burev. Un emvod a vez dre vras bep 6 sizhunvezh, diouzh noz, e ti unan eus ar strollad.
Abalamour da betra ?
Aozañ a ra ar c’huzul skoazell gouelioù a bep seurt, o fal degas gwenneien d’ar skol. Roet e vez an arc’hant-se d’an AEP. Sikour a ra da gas da benn raktresoù pedagogel, pe da baeañ gopr an implijidi (panevet ar skolaerien) : 21 700 euro zob et roet gantañ e 2009-2010 (18 000 euro dre vras pep bloaz).
Oc’h ober petra emañ ?
3 gouel ha 2 fest-noz bras vez aozet bep bloaz gant ar c’huzul skoazell :
- Marc’had al levrioù hag an dastumadegoù, e fin miz Genver
- Marc’had al Laou Lannuon, trede sulvezh miz Gouere
- Marc’had an Nedeleg, sulvezh diwezhañ, pe eil diwezhañ miz Kerzu.
- An 2 fest-noz
Aozañ a ra ivez pred gouel ar skol, kemer a ra perzh e gouel Nedeleg ar skol, aozañ a ra gwerzhioù levrioù e-barzh pe e diavaez ar skol ; fardañ a ra pred Gouel an Hañv en Tregastell e miz Mezheven (350 den o tebriñ), ha krampouezh da vare « Kan ar bobl ».
Ur framm pouezus-kenañ eo evit ar skol.
Heptañ, e vefe dibosubl kas da benn raktresoù pedagogel ’zo evit ho pugale.
Labourat a reomp a youl-vat evit holl vugale ar skol.
Burev ar c’huzul skoazell