Petra eo Diwan?
Ur skol gevredigezhel eo, laik, digoust ha digor d'an holl, eus ar skol-vamm d'al lise, a vez kelennet enni hervez ar bedagogiezh dre soubidigezh evit degas ar vugale d'an divyezhegezh - brezhoneg galleg - kempouez.
Petra eo ar soubidigezh?
Ur strategiezh kelenn eo hag a ro ur plas bras d'ar brezhoneg, d'ar mare a zere (skol-vamm, CP), evit tapout buan ur mestroni naturel war ar yezh.
Perak ar soubidigezh?
Evit talvoudegezh he disoc'hoù ha peogwir eo soupl hec'h implij. Ar pal eo dont a-benn buan hag abred da implij ar yezh evel benveg kelenn. Reiñ a ra tro d'arvugale goude-se da vevañ e div yezh. Dre implij anezhi an hini eo e teskont ar yezh. Krouet e vez gant ar soubidigezh un endro hag a lak ar vugale barrek da zeskiñ ar yezh hep na vefe ur gwall samm.
Ha n'eo ket a-enep natur skoliata ur bugel ma n'eo ket ar brezhoneg yezh e familh ?
Muioc'h eget 70% eus tadoù ha mammoù bugale Diwan n'int ket brezhonegerien. Divyezhek e teu an holl vugale-se da vezañ koulskoude. Naturel eo evit ur bugel ober gant div yezh. N'eo ket dinatureloc'h sevel ur bugel e div yezh eget e lakaat da zeskiñ seniñ piano ..... zoken ma n'eus ket muzikerien eus e dud.
Bezañ divyezhek ? Ya, met abalamour da betra e brezhoneg ?
Abalamour m'eo ar brezhoneg ul lodenn eus an endro, ar sevenadur en-dro d'ar bugel. Dre ober bemdez gant div yezh, e c'heller keñveriañ, sevel goulennoù ha kompren mat reolennoù sevel ur yezh. Kement-mañ zo efedus-tre evit deskiñ un teirvet hag ur pedervet yezh er skolaj.
Ha tu zo din enskrivañ ma bugel e Diwan hag eñ bet er skol-vamm e galleg ?
Posupl eo, ya, gant ma vo taolet pled ouzh traoù 'zo. Komzit gant ar skolaer.
Ma bugel ne gomzo nemet brezhoneg er skol?
Er skomm-vamm hag e CP eo e brezhoneg hepken e vez graet skol; en diavaez eus ar c'hlasoù (ehanoù, kantin, diwallerezh,...) e reer a seurt ma c'hellfe ar vugale obber gant ar brezhoneg met komz galleg a c'hellont ma karont.
Deskiñ a ray trawalc'h a c'halleg ivez?
Bemdez e ra gant ar galleg dija. Ar pezh a zo da zeges dezhañ zo un anaoudegezh don hag ur mestroni war ar yezh. Evit se e kroger gant studi ar galleg e CE1 ha kreskiñ a ra plas ar studi galleg betek ar CM2. Heñvel eo ar palioù a-fet mestroniañ ar galleg ouzh re an holl skolioù all.
Petra 'c'hoarvezo ma 'z a kuit ar familh d'ur vro all ?
Ma vez diskroget eus ar skol e derou ar c'hentañ derez, e c'hell ur bugel kaout kudennoù evit ar galleg e-pad ur pennad. Diskoulmet 'vo an traoù buan a-walc'h dre gaozeal gant ar skolaer nevez hag heuliañ mat ho pugel.
Ha ne vo ket mesket an div yezh gant ma bugel ?
A-wechoù 'vo. Gouzout a raio ar bugel avat, muioc'h eget ar re all, ez eo ket tidel arouezioù ar yezh (sellet ouzh prezegenn C. Hagège). Kompren a raio (ar pezh na ra ket kalz a dud unyezhek en oad) n'eus keñver naturel ebet etre, lakomp, ar ger " maison " hag an dra (ti), a c'heller envel kenkoulz " ti ", " house ", pe " Haus ". Dre ar strivoù a raio evit chom hep meskañ an div yezh, e vo aesoc'h dezhañ deskiñ yezhoù all. Pa savo ur goulenn en ho penn, n'ho pezit ket aon da gaozeal gant ar skolaer.
Daoust-hag-eñ en devo ma bugel diaesterioù e galleg ?
Diskouezet 'vez ar c'hontrol gant ar priziadurioù e bro-Frañs a-bezh (CE2 ha 6vet): dre vras e vez uheloc'h disoc'hoù bugale ar skolioù Diwan eget keidenn Bro-Frañs.
Ha ne vo ket diaes d'am bugel en em lakaat gant bugale unyezhek ?
Evel-just, e klasko daremprediñ bugale e glasad. Lorc'h 'vo ennañ o c'houzout ober gant div yezh; n'en em santo ket disheñvel avat diouzh bugale e garter ma 'z aio ganto d'ar poull-neuial, da zeskiñ sonerezh...
Ha ne vo ket desket gant ma bugel brezhoneg betek re ?
Kontomp asambles war ur sizhunvezh : 7 devezh 24e = 168e, en o zouesk 70e kousk, chom a ra 98e. 26e er skol (brezhoneg met galleg ivez er 1añ derez), 72e gant ar familh, ar vignoned, h.a. e galleg alies-tre). Da lavaret eo 25% pe 30% eus an amzer (er-maez ar c'housk) e brezhoneg.
N'omp ket brezhonegerien. Ha tu 'vo dimp heuliañ hor bugel er 1añ derez ?
Ya, diskouezet 'vez dre skiant-prenet. Bevet 'vez kement-mañ er skolioù gant tadoù ha mammoù all. Posupl e vo dezho komz ganeoc'h. Alioù a c'hallot kaout digant ar skolaerien. Prantadoù studi diouzh an noz a zo e skolioù 'zo. Goulennit digant an AEP. Ouzhpenn-se, e c'houlennit strivoù digant ho pugel, strivoù diouzh ho tu zo d'ober ivez. Talvezout a ra ar boan ha neuze e welo ho pugel ez oc'h troet da vat gant ar choaz ho peus graet.
A-benn nebeut e klevoc'h ho pugel o komz en ur yezh n'ho po ket degaset dezhañ, hag eñ mont war-raok ken na viot souezhet. Kendrec'het e viot da vezañ bet dibabet mat neuze.