Pennek' ar Brezhoneg

affiche_PAB.jpg

Pour fêter le mois de la langue bretonne en mars 2017, les associations et l’équipe pédagogique de l’école Diwan de Lannion proposent un challenge 100% en Breton!

Le défi est destiné d’abord aux parents non-bretonnants, mais aussi à tout le public qui souhaitent y participer via Facebook, Twitter et le blog. Les parents bretonnants et les enseignants participeront en veillant que le Breton soit bien parlé !

Chaque jour, un défi. Chaque participant recevra son calendrier pour le mois avec les défis à faire. A la fin du mois, il ou elle sera capable de dire un peu plus en Breton qu’au début.

  • Chaque lundi ce sera une salutation à apprendre et dire à un maximum de personnes dans la journée, en emmenant son enfant à l’école, en allant à la boulangerie, au boulot, pourquoi pas ?!
  • Le mardi ce sera un petit défi écrit, il faudrait laisser un mot sur un panneau à l’école (ou sur la page Facebook/Twitter/blog si on ne peut pas s’y rendre).
  • Le mercredi, écouter la radio ou lire un article ou un livre en Breton.
  • Le jeudi, parler à son enfant en Breton, donner des consignes comme ‘lave-toi les mains’.
  • Le vendredi, un Kenavo, Bon week-end, encore une fois à dire à un maximum de personnes.
  • Le samedi, consulter un service en langue bretonne (Radio, Télé, site internet, jeux sur internet, dictionnaire en breton…) Avec un selfie à publier comme preuve.
  • Le dimanche , lire un article du blog de l’école et laisser un commentaire.

Si vous souhaitez participer, inscrivez vous ici:

https://goo.gl/forms/LR4xNDJHdK6uOIyy2

__ Ur gwenneg evit ar Brezhoneg

Un don pour le Breton__

Parallèlement pendant tout le mois de mars, nous demanderons des dons pour financer les activités de l’école. Les écoles Diwan sont des écoles laïques, ouvertes à tous et gratuites. Par l’enseignement du breton, Diwan assure la continuité et le lien entre les générations. C’est grâce à votre soutien que nous pouvons continuer à proposer une école de qualité à Lannion et nous avons besoin de vous pour continuer à vivre et nous développer.

__

E miz Meurzh 2017 e vo lidet mizvezh ar brezhoneg. Kevredigezhioù hor skol ha skipailh kelenn skol Diwan Lannuon a ginnigo deoc’h un daeadeg e brezhoneg penn-da-benn!

Evit tud ar vugale ez eo graet an dae-mañ ha dreistholl evit ar re na gomzont ket brezhoneg. Estregeto ‘vat a c’hell kemer perzh evel just, gant Facebook da skwer pe gant Twitter hag al levr-bourzh zokenoc’h.

Ar vrezhonegerien, tud bugale ha skolaerien, a daolo pled a-benn ma vo komzet brav!

Bez e vo un dae pemdeziek. Pep a zeiziadur a vo roet d’ar berzhidi. Warnañ o do tro da welet an daeoù da gas da benn en ur ober miz. Da dibenn ar mizvezh e vint barrekoc’h war ar brezhoneg.

  • D’al Lun ez eo un doare da saludiñ hag a vo da zeskiñ ha da lavaret d’ar brasañ a dud. Da lavaret en ur gas e vugel d’ar skol, en ur vont e kêr, da labourat, petra ‘ virfe?!
  • D’ar Meurzh e vo dre skrid an dae. Ouzh un daolenn er skol e c’hello an dud stagañ pe skrivañ ur ger bennak. a-hend-all e vo tu ober kemend-all war facebook, Twitter pe war levr-bourzh mizvezh ar brezhoneg.
  • D’ar Merc’her ez eo ar skingomz hag a vo da selaou, ur pennad-skrid da lenn pe ul levr e brezhoneg zokenoc’h.
  • D’ar Yaou e vo dav kaozeal e brezhoneg gant e vugel o lavaret traoù evel ‘Gwalc’h da zaouarn ‘ta’
  • D’ar Gwener ur c’henavo bennak a vo mat da lavaret pe ‘Dibenn sizhun mat’’ da brasañ a dud.
  • D’ar Sardorn ober gant ur servij kleweled (skingomz, skinwel, lec’hiennoù ar rouedad, arloadoù, c’hoarioù en linenn, geriadurioù, ha kement ‘ zo). Pep tra a vo da gadarnaat gant ur selfie evel prouenn.
  • D’ar Sul, lenn ur pennad war levr-bourzh ar skol ha ober un evezhiadenn.

__ Ur gwenneg evit ar Brezhoneg

Un don pour le Breton__

E-korf miz Meurzh war un dr e c’houlennimp digant an neb a gar reiñ ur gwenneg bennak d’hor skol. Skolioù ar rouedad Diwan zo lik, digoust ha digor d’an holl. Gant ar brezhoneg ez eo Diwan evel un treizher, a rummad da rummad.Gant ho skoazell e c’heller kinnig ur skol eus an dibab e Lannuon. Ezhomm hon eus ho sikour evit derc’hel da vont pelloc’h.